Lenn ar bajenn-mañ e galleg (lire cette page en français)
Doujañ a ra ar gumun d'ar reolennoù hollek war gwareziñ ar roadennoù (RGPD).
E karg eus an tretañ emañ maerez Gourin. An dileuriad evit gwareziñ ar roadennoù eo kreizenn verañ ar Mor-Bihan (CDG56), dpd@cdg56.fr.
Dastumet e vez ho roadennoù evit palioù resis : respont d'ho koulennoù, derc'hel marilh ar boblañs, aozañ an dilennadegoù, reiñ skoazelloù sokial hag enskrivañ ho pugale en obererezhioù.
Gallout a rit goulenn gwelet, reizhañ pe diverkañ ho roadennoù. Evit seveniñ ho kwirioù kit e darempred gant an ti-kêr pe gant an dileuriad evit gwareziñ ar roadennoù.
Ma kav deoc'h ne vez ket doujet d'ho gwirioù e c'hallit sevel ur c'hlemm ouzh ar CNIL (www.cnil.fr).
E galleg e c'haller kavout an destenn a-bezh.
En français (e galleg)
Cette page présente la façon dont la commune de Gourin traite vos données personnelles et vos droits.