Lenn ar bajenn-mañ e galleg (lire cette page en français)
Parkañ en takad glas
E takad glas emañ plasoù zo eus kreiz-kêr. En takad glas e c'haller parkañ 2 eurvezh d'ar muiañ.
Talvezout a ra an takad glas eus al Lun d'ar Sadorn eus 9e da greisteiz, hag eus al Lun d'ar Gwener eus 2e g. m. da 6e g. m. Frank eo parkañ er-maez eus an eurioù-se, hag ivez d'ar Sul ha d'an deizioù-gouel.
Reizhit ar bladenn europat war hoc'h eur degouezhout ha lakait anezhi a-dreñv ar werenn-dal. An diouer a bladenn pe an tremen eus ar pad aotreet a zo kastizet gant un dell-gastiz a 35 euro.
Adkargañ ur c'harbed tredan
Daou blas adkargañ a zo plasenn Stenfort hag ur blasenn adkargañ a zo plasenn ar Jeneral de Gaulle.
Feurmiñ ur marc'h-houarn tredan
Gant ar servij Bisikloù e kinnig Roue Morvan Kumuniezh feurmiñ beloioù tredan e-pad pell. Titouroù : 02 97 23 36 96, bisiklou@rmcom.bzh.
Steuñv Gourin
En français (e galleg)
Cette page présente la zone bleue, les bornes de recharge électrique et la location de vélos à assistance électrique dans le centre de Gourin.